DIGORADUR D'AL LIAONIEZH
gant
H. Allain, O. Zekri
Skiant ar gwezherioù eo al Liaoniezh, dezhi da
bal kevrikaat al liaoù, displegañ o gwikefreoù gwezhiañ,
despizañ amveziadoù o arver, hag ivez dewerzhañ o
efedusted (arnodoù klinikel) hag o diogel (liagost). Ur framm amaezhiañ,
un dezvadur hag ivez reizhiadoù reoliñ, sed dezverkoù
an diskiblezh-se a denn d'an imbourc'h ha d'an diorren en Ijinerezh al
liaoù, kement-se ereet strizh ouzh ar bonimbourc'h.
Un amplegad evit deskiñ ar yac'hadouriezh eo al
liaoniezh. A-hed ar wech e c'houl emazasaat evit tremen eus roadennoù
stroll (liaoniezh ar poblañsoù, liaoniezh klinikel) d'un
degouezh hiniennel, da skouer divizout war staladur ur gouarnerezh liagorzhoniel
en ur blegenn roet. Dedalvezadur roadennoù ar Reuziadoniezh liael
d'ur c'hlañvour zo e dalc'h desteriadur ar stadegoù.
Al liaoniezh, war gemm dalc'hmat, zo un dispar a skol
stummañ evit an imbourc'h, an hini klinikel dreist-holl. Sellout
a ra ouzh an holl vezeion, petra bennak a ve o doare embreg. A-du-rall
e c'houl araez kalvezderioù lies diskiblezh : Bevgimiezh, Reuziadoniezh,
Stadegouriezh…
Kentañ penn e ranker denesaat ouzh al liaoniezh
dre zeskiñ un hanc'herieg spesadel, ensavadurioù, an dezvadurezh
ha reolennoù diazez arveridigezh al liaoù e-ser un darempred
hiniennel (erskriv). Ret eo kaout un anaoudegezh vat eus ar gweredoù
plakebo ha nokebo, kent nep pleustr war ar molekulennoù gwezhius.
En hollegezhioù (da vezañ adlennet goude bezañ kroget
gant al liaoniezh arbennigiezh) e vo klasket deskrivañ an hentennoù
rekizet ent kefridiel da zespizañ aeladoù liagorzhoniel an
aozadoù, war-benn seveniñ arnodoù klinikel (pe kemer
perzh enno) ha dezrannañ disoc'hoù al liagosterezh hag al
liareuziadoniezh (tradezrannoù). Tennet e vez korvo kerkent diouzh
an hollegezhioù-se da-geñver prantadoù en ospital
pe er vezekniezh embregour, o reiñ tro evel-se da skoueraat an atalad
: Liaoniezh = sturiañ ar mezegadur = gwellekaat ar prederiadur.
Al Liaoniezh zo un araez imbourc'h espar, al lia o vezañ
dre e wered spesadel ur sont wirion da ziskoachañ gwikefreoù
don ar vevedouriezh. Kement-se a vez skoueraet mat dre an nervvredliaoniezh,
diazez da amgevrediñ ar realañ ha, perak ket, an dezevout
! E par ar bonimbourc'h e kendaol da sevel delvanoù.
Lia an dazont a anad evel frouezh ar bevgalvezderioù
(hilgurañ) pe evel disoc'h araokaat al liaerezh galenek. Ur c'houst
zo d'al Liaoniezh, hogen mar bez graet mat outañ e c'hell-hi kendeurel
da ober armerzhadoù war ar yec'hed (liaarmerzhouriezh). Stignañ
a ra ivez kudennoù a-zivout ar vevzivezouriezh ha kalvezderioù
arnevez ar skignañ hag an amledañ stlenn (Internet, da skouer
al load europat a-zivout ar c'hleñved Alzheimer a c'hell bezañ
aterset : www.each.be). Erfin e kemer
e lec'h e denesadur Mezekniezh an azonoù (evidence based Medecine).